Kutuilh e Kegin

Keginañ gant louzoù gouez deus al liorzh

Merc’her 24 a viz Mezheven, Ekokreizenn 1e30

 

Télécharger la fiche descriptive >>

 

Deuit da zizoloeiñ ur mod da geginañ vejetarian ha gant louzoù gouez a gaver e pep lec’h tro-dro d’al liorzh pe ar jardin (linad, stlañvesk, korz-babouz, c’hwervizon, skav…). Meuzioù yac’hus ha saourus a vez fardet e-kerzh an atalieroù, fardet e vez meuzioù gant uioù pe fourmaj, n’eo ket vegan strizh. Deskiñ a rimp asambles e peseurt mod e kempouezher ur meuz hep kig, penaos fardañ meuzioù gant louzoù dastumet e-pad an tro ‘ba ‘r jardin ha gant legumaj prenet, d’an doare simplañ. Evit echuiñ e vo eskemmet koan gant ar re a fell dezhe chom hag e giz-se e vo posupl ezteurel hor soñjoù diwar-benn an devezh hag ar pezh a ‘neus plijet din. Evit ar re all e vo posupl kas d’ar ger ar meuzioù fardet ‘sambles.

Petra a c’hoarvezo a-hed an devezh ?

Da gentañ e ‘z aimp er jardin an ekokreizenn evit mont da gerc’hat louzoù mat da debriñ.
Komzet e vo deus ar spesadoù plant e c’heller implijout er gegin vejetarian, o ferzhioù mat hag e peseurt mod e vez implijet evit ma vefe ur voemm hag evit ma c’hellfe ar c’horf tennañ gounit dionte.
Goude ur wech distro d’ar gegin, e vo fardet koan asambles en un aergelc’h plijus, moarvat e vo desket bern traoù!
Pa vo echu koan war dro 8e30 noz pep hini a c’hello chom un tammig evit flapiñ asambles, kontañ koaz an eil re gant ar re all…

Roll-meuzioù :

Meuzioù sall : Pesto linad-stlañvesk / Tartezenn gant korz-babouz / Soubenn gant louzoù ar jardin / Meskaj saladenn kavet er jardin
Meuzioù dous : Financier gant bleuñv skav / Bignez bleuñv (hervez ar pezh e vo profet deomp gant ar jardin : karotez, skav, korz-babouz…)

Ar c’heginer

5 bloaz zo a oa bet krouet embregerezh emrenn « Tim Lipouz ». Ober a ra war dro atalieroù kegin hag a fard ivez predoù a di da di evit ar re a c’houll digantañ. Ordinal o klask liammañ blaz mat ha perzhioù mat ‘vit ar yec’hed. Kegin Tim Lipouz a zo livet gant e dalvoudegezhoù hag e garantez evit an natur. Just-awalc’h, gwareziñ an natur eo an dra a-bouez evitañ, kement hag ober war dro « Mamdouar », al loened, al louzeier, yec’hed an dud… Tout-se a zo e-kreiz e vod dezhañ da fardañ boued. Evit kemer perzh d’e atalieroù, ne vern ma ‘z oc’h vejetarian pe debrer-kig : un digarez e vo evit ledanaat ho kouiziegezhoù tro-dro d’ar boued, dizoleiñ produioù nevez. Ar pal eo dont da vezañ emrenn ha bezañ barrek da fardañ, kempouezhañ ur pred vejetarian a-feson oc’h-unan penn.

Traoù da gas ganeoc’h

Ur banner, sizailhoù pe ur gontell.
An holl danvezioù hag an dafaar kegin a vo digaset gant Tim ha a ra perzh deus priz an atalier.

Friko e fin an abadenn

Ordinal e vez klozet an atalieroù gant ur pred evit eskemm asambles ar pezh hor bo bevet a-hed an devezh hag ur veilhadeg a zo kinniget evit ar re o deus amzer ha c’hoant da chom evit ober anaoudegezh gant an dud.

Koust : 35 € (gant ar pred)
• Priz dieub ma peus ket an tu da beañ

Padelezh : da 1e30 betek 7h30 d’an abardaez, pe muioc’h ma fell deoc’h chom da gaozeal pe selaou brezhoneg.
Ar staj-mañ a glot gant ar re deraouidi kement hag evit ar re varrek.

Niver a blas : 8

Roll an atalier

1e30 – Emgav d’an ekokreizenn, en traoñ, lec’h a zo an ti-feurm gevredigezhell
2e – Un tamm tro ‘ba’r jardin an ekokreizenn evit deskiñ anvioù al louzoù e brezhoneg
3e – Komañsament an atalier kegin
4e – troc’h evit debriñ un tamm gwastell pe pakañ ur banne, klakenniñ
4e30 -Distro er gegin
7h30 – Pred asambles pe da gas ganeoc’h
8h30 – Beilhadeg (kaozeadennoù, kontadennoù, kanaouennoù)

Evit muioc’h a zitouroù pe evit lakaat hoc’h anv :

kit en darempred gant Timothée Messager
« Tim Lipouz » gant niverenn-mañ 06 26 39 49 67 pe dre postel ecocentre.tregor@gmail.com