Kutuilh e Kegin
Keginañ gant louzoù gouez deus al liorzh
D’ar merc’her 10 a viz Ebrel 2021,
Ekokreizenn adalek 1e30 betek 7e30
Télécharger la fiche descriptive >>
Petra a c’hoarvezo a-hed an devezh ?
Deuit da zizoloeiñ ur mod da geginañ vejetarian gant louzoù gouez a gaver e pep lec’h tro-dro d’al liorzh (linad, stlañvesk, korz-babouz, c’hwervizon, skav…). Meuzioù yac’hus ha saourus a vez fardet e-kerzh an atalieroù diwar-blant dre vras padal e vez fardet meuzioù gant uioù pe fourmaj a-wechoù ivez, n’eo ket vegan strizh. Deskiñ a refomp a-gevret e peseurt mod e kempouezher ur meuz hep kig, penaos fardañ meuzioù diwar louzoù dastumet er jardin ha gant legumaj prenet, d’an doare simplañ. Da glozañ an abadenn e vez debret koan gant ar re a c’hell chom hag e giz-se e vez posupl ezteurel hor soñjoù diwar-benn an devezh hag ar pezh hon eus kavet mat pe get. Evit ar re ne c’hellont ket chom da ruzañ goude an atalier e c’heller kas d’ar ger ar meuzioù bet fardet.
Roll an atalier
Da gentañ penn e c’h efomp e liorzh an ekokreizenn da gerc’hat louzoù debradus.
Komz a refomp deus ar spesadoù plant a c’heller implijout er gegin vejetarian, o ferzhioù mat ha penaos e vez graet evit fardañ meuzioù lipous hag evit ma c’hellfe ar c’horf tennañ e vat dionte.
Goude ur wech distro d’ar gegin, e vo fardet koan asambles en un aergelc’h plijus, moarvat e vo desket bern traoù!
Pa vo echu koan war dro 8e30 noz pep hini a c’hello chom un tammig evit flapiñ asambles, ober anaoudegezh an eil re gant ar re all…
1e30 – Emgav d’an ekokreizenn, en traoñ, lec’h a zo an ti-feurm gevredigezhell
Adalek 2e betek 4e – Un tamm tro ‘ba’r jardin an ekokreizenn evit deskiñ anvioù al louzoù e brezhoneg
Adalek 4e betek 7e – Deomp e-barzh ar gegin da fardañ meuzioù dispar! Un troc’h a vo graet war dro 4e30 da zebriñ un tamm gwastell pe da evañ un banne, evit ar re a gar
7e – Debret e vez koan asambles pe e vez kaset ganeoc’h d’ar ger.
8e30 – Beilhadeg (kaozeadennoù, kontadennoù, kanaouennoù)
Roll-meuzioù :
Lavaret e vo deoc’h deiz an atalier…
Ar c’heginer
6 bloaz zo a oa bet krouet embregerezh emrenn « Tim Lipouz ». Ober a ra war dro atalieroù kegin hag a fard ivez predoù a di da di evit ar re a c’houll digantañ. Ordinal o klask liammañ blaz mat ha perzhioù mat ‘vit ar yec’hed. Kegin Tim Lipouz a zo livet gant e dalvoudegezhoù hag e garantez evit an natur. Just-awalc’h, gwareziñ an natur eo an dra a-bouez evitañ, kement hag ober war dro « Mamdouar », al loened, al louzeier, yec’hed an dud… Tout-se a zo e-kreiz e vod dezhañ da fardañ boued. Evit kemer perzh d’e atalieroù, ne vern ma ‘z oc’h vejetarian pe debrer-kig : un digarez e vo evit ledanaat ho kouiziegezhoù tro-dro d’ar boued, dizoleiñ produioù nevez. Ar pal eo dont da vezañ emrenn ha bezañ barrek da fardañ, kempouezhañ ur pred vejetarian a-feson oc’h-unan penn.
Traoù da gas ganeoc’h
Ur banner, sizailhoù pe ur gontell.
An holl danvezioù hag an dafaar kegin a vez digaset gant Tim.
Friko e fin an abadenn
Ordinal e vez klozet an atalieroù gant ur pred evit eskemm asambles ar pezh hor bo bevet a-hed an devezh hag ur veilhadeg a zo kinniget evit ar re o deus amzer ha c’hoant da chom evit ober anaoudegezh an eil re gant ar re all.
Koust :
35 € (gant ar pred)
Pe priz digresket evit ar re o deus diaesamantoù arc’hant.
Padelezh :
Adalek 1e30 betek 7e30 d’an abardaez pe ouzhpenn ma ‘peus c’hoant chom da gaozeal pe da selaou brezhoneg.
Niver a blas : 8 den
An deraouidi kement hag ar re varrek a c’hell kemer perzh d’ar staj-mañ (digoust e vez evit ar vugale dindan 16 vloaz ambrouget gant o zud)
Evit gouzout hiroc’h pe evit lakaat hoc’h anv :
kit en darempred gant Timothée Messager
« Tim Lipouz » gant niverenn-mañ 06 26 39 49 67 pe dre bostel ecocentre.tregor@gmail.com